Postet d'an 2025-06-10 - Skingomz
Keleier Breizh"ici Breizh Izel" : Unan eus bannoù-treset brudetañ troet e brezhoneg
Unan eus bandennoù-treset vrudetañ e bro Frañs ha broioù all zo o paouez bezañ troet e brezhoneg. "Mortelle Adèle" he anv, deuet da vezañ "Diaoulez Aelez" e yezh ar vro. Ul labour kaset gant Bannoù-heol ha skolajidi Diwan Kemper.
Perzh o deus kemeret : Miss Prickly, Mr Tan
An div niverenn kentañ eus heuliad Mortelle Adèle diwar e-tro ugent bet embannet betek-henn zo bet troet e brezhoneg. Ur raktres kaset gant an ti-embann Bannoù-heol. Hag an droidigezh zo bet graet a-drugarez da skolajidi Diwan Kemper.
Gallout 'reer prenañ Diaoulez Aelez dre lec'hienn internet Bannoù-heol pe e stalioù-levrioù. Anvioù ar skolajidi zo skrivet en diabarzh.
Léo Rozé
Ici Breizh Izel